ben- & penn. Gant ben- ha penn hon eus an daou benn eus ekosistem anvioù hon stêrioù, hon dourioù. An daou benn,...
Ekosistem hon lennegezh. Ekosistem, ur ger a-bouez. Drezañ e welomp penaos hon lennegezh zo harpet, savet war un hollad arc’hoù, gwaregoù, bolzoù harpet o-unan war meur a esker, hini hon yezh, hini hon memor, met dreist pep tra war hini hon sell war ar bed. Da sevel kouc’h lestr hon lennegezh da vont gant morioù dianav, dianav kement ha pinvidikaat hon selloù, just a-walc’h. Lakaat kejañ hon memor gant hini an estren.