Petore darempred eta entre Trevoù ha Trewinieg ? Diaes goût petore hini a oa deut war wel da gentañ. Soñjal a ra din,...
Petore darempred eta entre Trevoù ha Trewinieg ? Diaes goût petore hini a oa deut war wel da gentañ. Soñjal a ra din, nemet e fazifen, e c’hallfe Trewinieg bezañ an hini koshañ bet lonket goude gant urstruktur brasoc’h douget gant an Trevoù, ha pan vefe testeniekaet hennezh a-goshoc’h, war a seblant. N’eo ket al lec’h da ober istor an Trevoù pe hini Trewinieg dre ar munud, just reiñ un nebeud elfennoùa servijo, spi am eus da gompren gwelloc’h penaos eo strukturet hon bro.