Derniers articles

Publié dans"2026 - Septembre"

  • Kronikenn 139: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (13)
    Kronikenn 139: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (13)

    Apostilhenn da c’herdarzh ar ger ploue. Evel ne c’hall empenn ebet chom da ruzañ pe da foraniñ nerzh hag amzer em eus kredet derc’hel gant ma frederennoù diskoulmañ donedigezh ar ger ploue, urwezh ouzhpenn. Dre forzh soñjal, kroaziañ ha tapout eñvor un hent bennak e teu an traoù d’ar spered. Sede m’am eus taolet pled zo ur ger all, boutin mat, o vezañ gwisket ar memes stumm fonologel hagar ger ploue : ar ger roue, an hini eo. En brezhoneg zo, pe zo bet, lakaomp, daou c’her evit ar galleg «...

    Lire la suite
  • Kronikenn 138: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (12)
    Kronikenn 138: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (12)

    gwig. Un evezhiadennoù diwezhañ bennak. Moarvat e rankan sklaeraat an darempred entre an tri gwig predenek ha komz ivez eus ar fích iwerzhonek. Hemañ diwezhañ glozet municipium, ar pezh a lak sklaer e kerzh ar brezhoneg hag an iwerzhoneg asambles. An iwerzhoneg fích zo gourel ha nepreizh, evel m’eo gourel ar brezhoneg gwig. Ar gwigoù kerneveurek ha kembraeg zo benel avat. Ma teuont eus al latin uicus e c’haller displegañ marteze dre ur ster « annez en ur c’hoad, pe en kichen ur c’hoad ». Met...

    Lire la suite
Showing 1 to 2 of 2 (1 Pages)