Roparz Hemon, Guy Étienne, Aldous Huxley, Jim Morrisson ha William Blake (1757-1827), pebezh casting, Salver !...
Ar Vretoned a oar pegen kaer eo ar mor : kazeg c’hlas o barzhoniezh, awen o danevelloù kaerañ. Arvoriz ivez a oar pegen pouezus eo an navet pe ar seizhvet tonn, pan ranker tizhout an oad gour. Ar mor, ur bed. Hag a c’hall, siwazh, digeriñ war ar bed all. Ar mor n’eo ket ur gorread dour plaen nemetken : ar redoù-mor, an avel diroll, ar glav, an tempest dizehan a oar lakaat ar melezour glaswer-se da cheñch ha da gemer stumm.