Derniers articles

Publié dans"2026 - Novembre"

  • Kronikenn 147: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (21)
    Kronikenn 147: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (21)

    kozh & kozh-, -kozh. Un termen, ur ger o tougen meur a garg en hon yezh hag en he istor. Krogomp gant an istor marteze. Kozh zo anavezet en teir yezh keltiek gant ar memes ster « vieux ». Teir yezh, da lâret eo ar brezhoneg hag ar c’herneveureg, div yezh vev, hag ar galianeg, ur yezh aet pell zo. M’hoc’h eus soñj eus teorienn an holladoù, un deorienn he devoa hon lakaet da gaout hurlinkoù dre ma ne gomprenemp seurt en teoriennoù matematik nevez-se, er penn-kentañ. Daoust pe zaoust e kavan...

    Lire la suite
  • Kronikenn 146: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (20)
    Kronikenn 146: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (20)

    hen-. Bed ar protiklegoù en lec’hanvadurezh Breizh zo ur bed ec’hon… Sede, hen- unan eus an elfennoù proklitek puilh en hon lec’hanvadurezh. Hen- evel prokliteg zo anavezet en anvioù parrouzioù evel Henbont (hen + pont) pe evel Hengoad (hen + koad). Gant an div skouer-mañ e komprener ez eus ur blotadur goude hen-. 

    Lire la suite
  • Kronikenn 145: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (19)
    Kronikenn 145: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (19)

    bod. Sede un termen all, merker identelezh struktur hon bro ivez. Kroget e vo, evit ur wezh, gant e implij evel ger dizalc’h. Bod a droer peurliesañ « résidence, lec’h da chom, da vezañ ». Un istor hir ha kemplezh zo mui pe vui gant ar ger avat. A-raok mont pelloc’h eo mat reiñ da c’hoût eus pelec’h e teu. An etimologiezh a lak anezhañ en darempred gant an anv-verb bout « bezañ » hag a oa bot en henvrezhoneg, dre ur wrizienn *butā. Ar stumm bezañ, evel a ouzomp, zo nevesoc’h evit ar stumm...

    Lire la suite
Showing 1 to 3 of 3 (1 Pages)