En tu-hont d’un emsav lennegel e voe Gwalarn. Ul lec’h prederiañ, ul lec’h da reiñ loc’h da gomprenezon hon...
Petra dalvez ar ger gwalarn ? Talvezout a ra : Roud-avel lec’hiet keit-ha-keit diouzh ar c’hornôg ha diouzh an norzh. Emañ an avel o tont eus ar gwalarn.Gwalarn a zo ivez anv ur gelaouenn lennegel embannet ha renet gant Roparz Hemon adalek 1925. Lidet ’vo 100 vloaz krouidigezh Gwalarn eta e 2025 ha savet moarvat ur bern traoù evit kounaat eus al labour ramzel savet gant mignoned Gwalarn ha derc’hel soñj eus ar spered. Bras-tre eo bet pouez ha levezon Gwalarn e buhez hon yezh.