Derniers articles

Publié dans"2026 - Août"

  • Kronikenn 137: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (11)
    Kronikenn 137: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (11)

    gwig. Pan lakaer ar gaoz war ar ploueoù e lakaer ar gaoz war un dimeziñ entre lec’hanvadur, istor, ha kevredigezh… Un dimeziñ start zo entre plou ha gwig. Gwig a deu eus al latin uīcus « strollad tiez, karter en ur gêr, straed » hag ivez « kêriadenn, bourk », ar ster diwezhañ-mañ eo ar ster zo bet miret gant ar vrezhonegerien gozh. Resisoc’h c’hoazh : « kreiz ar plou ». Ar ger gwig n’eo ket ken kozh hag ar ger plou, ploue met deuet eo d’ur c’houlz ma oa Bretoned ar Su-Kornôg oc’h aozañ o ziriad.

    Lire la suite
  • Kronikenn 136: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (10)
    Kronikenn 136: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (10)

    Ken sebezus all gwelet Plounez, mamm barrouz, lec’hanv pennañ, am eus klevet distaget /plõne/ ha se en tu all da bont Lezardrev, bezañ troc’het diouti Pempoull. Ha distro an istor, Plounez lonket herie gant Pempoull. Ha piv a oar bremañ en pelec’h evit gwir emañ Plounez ? Bezañ plou ne oa ket ur statud asur ! En Douarnenez bepred : Ploare zo bet lonket gant ar gêr ivez. Ar memes tonkad gant Plougêr en Karaez. And so on… Plougêr zo un heklev d’ar Poc’hêr. Ar pezh a welfomp pelloc’h. Ha...

    Lire la suite
  • Kronikenn 135: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (9)
    Kronikenn 135: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (9)

    plou, ploue. « Ger pennañ al lec’hanvadurezh vrezhonek » eme Erwan Vallerie, an hini en deus lakaet splann studi hon anvioù lec’hioù da dremen eus arz an divinout hag an ijinañ d’ar studi skiantel rik. Meur a hini all a oa bet o pleal gant ar ger-se, evel Loth, Largillière, Tanguy, met kentoc’h en studiadennoù darnel pe neuze en framm studiadennoù a-bep seurt. Anvioù all a ranker menegiñ, evel hini Fleuriot, met dreist-holl hini Kenneth Jackson. Hennezh, enklasker skosat a live uhel, en devoa...

    Lire la suite
  • Kronikenn 134: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (8)
    Kronikenn 134: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (8)

    plou, ploue, lann, tre(v) ha log. Prolegomenoù.Gant an termenoù-se e reer tro hon bro, ha dreist-holl tro struktur kozh hon bro. An termenoù-se zo merkerioù anadurezh hon bro evel sistem klok, eus Naoned betek Brest. Termenoù all ac’h a da glokaat an daolenn, evel just. Termenoù a welfomp pelloc’h, evel bod, kêr, minic’hi, releg, etc. Lod termenoù stag ouzh ur struktur dindan ar relijion, lod all ouzh ur struktur dindan ur struktur lik.

    Lire la suite
  • Kronikenn 133: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (7)
    Kronikenn 133: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (7)

    ben- & penn. Gant ben- ha penn hon eus an daou benn eus ekosistem anvioù hon stêrioù, hon dourioù. An daou benn, dre m’hon eus ar penn-kentañ hag ar fin, entre an daou emañ an trevier, ar flondrennoù, an devalennoù, ha me oar me. Un ekosistem ivez dre ma vev en dourioù-se un duilhad loened a-bep seurt. Loened a rankomp soursial oute. Mil ret…

    Lire la suite
Showing 1 to 5 of 5 (1 Pages)