Derniers articles

Publié dans"2026 - Juin"

  • Kronikenn 128: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (2)
    Kronikenn 128: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (2)

    Anvioù hon lec’hioù zo en kroashent hon merkerioù, hon istor, istor hon yezh, kredennoù hon hendadoù. Seul wiroc’h pan seller ouzh ar menezanvioù pe ar stêranvioù. Gwir evit kement tachenn yezh zo tout. Gant ar rummadoù anvioù-se e vever un avantur un tammig par d’an hini zo bevet gant ar skiantourien ac’h a da dapout karotezennoù en skorn an daou ahel-douar, kement ha studiañ an istor war an amzer hir, hir. War hoaladoù an hoaladoù…

    Lire la suite
  • Kronikenn 127: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (1)
    Kronikenn 127: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (1)

    Ur rummad kronikennoù nevez. Gantañ e kinnigan ur valeadenn a-dreuz parkoù hon anvioù-lec’h (pe anvioù-lec’hioù !). N’em eus ket c’hoant da ginnig studiadennoù uhel, digomprenus, met skiantel daoust da se. Rak, en dez a herie eo kalz akoursetoc’h ar vrezhonegerien war istor o yezh. Ar pennad kentañ a roan amañ, evel kinnig an danvez, zo tennet diouzh unan kalz hiroc’h am boa embannet en 2019, pennad am eus kemmet ha reizhet un disterañ.

    Lire la suite
  • Kronikenn 126: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (60)
    Kronikenn 126: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (60)

    60vet kronikenn… Tri-ugent kronikenn a garantez evit Gwalarn. Ma fal a oa uvel, evel m’eo uvel danvez ar c’hronikennoù-mañ : rannañ gant an dud ma flijadur o lenn, oc’h adlenn skridoù Gwalarn. Plijadur o lenn. Ya, met ivez, en tu-hont da gement-se, klask kompren petra eo al lennegezh-se hag a ra zo ac’hanomp-ni, brezhonegerezed ha brezhonegerien, bras ha munut, en dez a hiziv. Trugarekaat d’am lennerien, trugarekaat evit o evezhiadennoù, o respontoù, o selloù karantezus. Trugarekaat da Iwan,...

    Lire la suite
  • Kronikenn 125: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (59)
    Kronikenn 125: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (59)

    Roparz Hemon, Guy Étienne, Aldous Huxley, Jim Morrisson ha William Blake (1757-1827), pebezh casting, Salver ! Troellenniñ, mont-dont, amprestañ-prestañ en kaoter virvidik lennegezh republik ar bed, ul lennegezh douget gant sonerezh lañsus The Doors, douget gant mouezh hud Jim Morrisson. The Doors o devoa dimezet lennegezh ha sonerezh rock, blues and so on.

    Lire la suite
  • Kronikenn 124: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (58)
    Kronikenn 124: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (58)

    « Lamm ha stroñs ha lusk ha stirlink an houarnaj hag ar rodoù, leñv ar c’hoadaj, taolioù-skourjez ar gouleier er broioù bras dianav evel un aveler o tigeriñ hag o serriñ en deñvalijenn du dall, dir an div roudenn hent-houarn evel an tonkadur dindanon, hag ar c’housked o tont, o tont, hag o tec’hout bepred gant c’hwezh ar peg hag ar blev, heug ha doñjer ha pep nervenn antellet betek regiñ, hag ar gleuzeur-seen trepas, didruez em lagad. Beaj-noz : anhun. »

    Lire la suite
Showing 1 to 5 of 5 (1 Pages)