Eus ur Bertoù d’un all ? Eus un ezoterezh d’un all ? Moarvat. Eus ur sell war Breizh ha war ar brezhoneg da reoù all...
Eus ur Bertoù d’un all ? Eus un ezoterezh d’un all ? Moarvat. Eus ur sell war Breizh ha war ar brezhoneg da reoù all ? Moarvat. Ar Gouelaouard hag an Tregeriad a oa ijinourien o-daou. Ur riñvier ha daou rummad etreze. Ret mat din menegiñ ar riñvier-se, an Trev : en e dourioù amsall em boa desket neuial asambles gant bugaleoù all ar c’harter ! Fas da gar Lanserf, nepell diouzh Traou-Meur, ur pezh ti liammet gant afer muntr Kemener gant ur Sezneg bennak...