Alarc’h tramor Teodor. Elerc’h enezeg Maodez. Elerc’h An Cúil Gwilherm. Elerc’h Kouc’houlin hag Emer Roparz : « An...
En tu-hont d’un emsav lennegel e voe Gwalarn. Ul lec’h prederiañ, ul lec’h da reiñ loc’h da gomprenezon hon drivliadennoù da zont. En Gwalarn, pe en-dro da Walarn, ivez, e voe darempredoù etre kefredourien sichennet mat en o amzer hag en o c’hevredigezh koulskoude ! Darempredoù spered, darempredoù a vignoniezh. Ar vignoniezh zo trec’h d’ar marv, d’an darvoudoù kontrol-digontrol hag adkontrol, zoken, eme lod.