« Gant estlamm hon eus lennet warlene Gurvan, pezh-c’hoari Tangi Malmanche. An den-se, divrud, hogos ankounac’haet...
Derniers articles
-
Kronikenn 105: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (40)Lire la suite -
Kronikenn 104: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (39)12/01/2026Lire la suite« Kizidik-mat lizherennoù hol lizherenneg ha se zo kaoz ez eont d'ober gerioù, kuit da chom o-unan-kaer.Ha taget ar...
-
Kronikenn 103: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (38)12/01/2026Lire la suiteRoparz Hemon, hon Roparz, a lake kemm etre gwerzaouriezh ha barzhoniezh : « Kuzhet en deus ouzhimp petra oa gwir...
-
Kronikenn 102: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (37)29/12/2025Lire la suiteHon Meven (1878-1949), lenner aketus abaoe e oad bugel, betek fin e vuhez. Al lenn : ne oa ket anv eus Buhez ar Sent,...
-
Kronikenn 101: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (36)23/12/2025Lire la suiteAbaoe 1925 e vez mor al lennegezh broudet gant tonnoù nerzhus ha youlek Gwalarn o tarlipat hardizh aodoù, aberoù,...
-
Kronikenn 100: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (35)23/12/2025Lire la suiteAr barzh en enkrezioù bras. Ar barzh o tanevelliñ ar stourm zo en e zonig-don, en e intim. Glaou ruz an trivliadoù o...
-
Kronikenn 99: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (34)08/12/2025Lire la suiteKinniget d’am c’heneil kozh Herve Beg Lenn hag adlenn oberennoù Gwalarn. An traoù kozh ne blijont ket d’ar re...
-
Kronikenn 98: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (33)01/12/2025Lire la suite1926 : emgav daou brederour, daou emsaver disklêriet ar c’hoariva brezhoneg. Tangi ha Roparz hep na vefe bet an...
-
Kronikenn 97: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (32)01/12/2025Lire la suiteDigeriñ d’ar bed. Digeriñ ar bed. Ober eus al lennegezh ur benveg a frankiz. Ober eus al lennegezh ur benveg da vont...
-
Kronikenn 96: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (31)01/12/2025Lire la suiteTalañ ouzh ar voger. Moger an dianav. Talañ ouzh un endro diaes. Moger an digompren. Moarvat eo se tonkad ar barzh ?...
Thèmes
Rechercher
Gwalarn, un emsav lennegel
Petra dalvez ar ger gwalarn ?
Talvezout a ra : Roud-avel lec’hiet keit-ha-keit diouzh ar c’hornôg ha diouzh an norzh. Emañ an avel o tont eus ar gwalarn.
Gwalarn a zo ivez anv ur gelaouenn lennegel embannet ha renet gant Roparz Hemon adalek 1925. Lidet ’vo 100 vloaz krouidigezh Gwalarn eta e 2025 ha savet moarvat ur bern traoù evit kounaat eus al labour ramzel savet gant mignoned Gwalarn ha derc’hel soñj eus ar spered. Bras-tre eo bet pouez ha levezon Gwalarn e buhez hon yezh.
Perak ?
« Kempennet e oa bet ar yezh unvan gant F. Vallée, Meven Mordiern hag E. Ernault. Gwalarn a voe ar gelaouenn gentañ oc’h ober a-zevri gant ar yezh unvan-se hag ouzh he lakaat da drec’hiñ. Hep Gwalarn e vije chomet aner labour tadoù ar yezh lennegel arnevez. Ober a reas muioc’h c’hoazh : dre dostaat kammed-ha-kammed ar yezh unvan ouzh ar gwenedeg ar rannyezh chomet er-maez eus “Emgleo ar skrivagnerion”, e kasas ar brezhoneg d’e beurunvanidigezh. E kavell Gwalarn enta ez eus bet ganet ur yezh stad. »
Petra ’oa spered Gwalarn ?
« Krouiñ ul lennegezh e brezhoneg par d’al lennegezhioù all er bed a felle da re Walarn ober. Gant ar strolladig bodet gant Roparz Hemon (Youenn Drezen, Abeozen, Frañsez Vallée, Kerverzioù, Yann-Eozen Jarl…) e teuas ar brezhoneg da vezañ benveg al linkañ mennozhioù hag ar c’hizidikañ trivliadoù.
Tu a oa a-benn ar fin da sevel oberennoù par d’ar re a vleunie er yezhoù all a sevenadurezh. Skridoù kenedus a oa bet savet a-ziagent e brezhoneg moarvat, hogen kondaonet e oa bet ar skrivagnerien gant skorted ha diasurded o yezh d’ar berranal spered : bac’het e vanent en talvoudoù lec’hel. Krouerez al lennegezh vroadel vrezhon arnevez e voe Gwalarn. »
Digor war ar bed ?
« Me ’garfe gwelout Breizh o vont war hentoù ar bed, goustad, war droad evel ur pirc’hirin », a skrive Roparz Hemon. Ha gant Gwalarn e voe degaset da Vreizhiz teñzor al lennegezhioù estren, broudet an emskiantidi da zeskiñ yezhoù, desket dezho benveg an divizoù bedel, an esperanteg, ha displeget he dlead, n’eo ket e-keñver Bro-C’hall, met e-keñver ar C’hornôg, heg e-keñver Europa, e-keñver ar bed a-bezh… : mare an etrevroadelezh eo bet mare Gwalarn… »
Ha bremañ ?
E-giz ma c’hoarvez alies gant pep luskad lennegel pe arzel a bouez en deus bet Gwalarn diskibien hag o deus adkroget gant an erv goude marv ar gelaouenn Gwalarn gant an niverenn 165 ha reuz-bras fin ar brezel. Tir na N-óg, Kened, Al Liamm, daoust d’an diaesterioù a voe krouet gant tud yaouank strewet e pep korn eus Breizh hag e Pariz diouzhtu goude an eil brezel bed.
Buan-tre e voe komprenet ganto e oa dav dezho en em glevout hag un titl nemetken a voe dalc’het : Al Liamm. Kenderc’hel a ra ar gelaouenn e hent hiziv-an-deiz bepred oc’h implijout ar skritur beurunvan hag oc’h embann skridoù ha levrioù a lennegezh. Kelaouennoù all pe tiez embann nevesoc’h a zo ivez o klask mont war roudoù Gwalarn evel Aber da skouer, Al Lanv gant e gelaouenn hag e levrioù, An Alarc’h, Mouladurioù Hor Yezh, Skrid…
Spered Gwalarn a gendalc’h eta da virviñ, 100 vloaz goude krouidigezh ar gelaouenn-blein gant Roparz Hemon e 1925.
Articles similaires
-
Kronikenn 1: KAZH HA KAZH ZO !
04/11/2024Kroget e vo ar rummad kronikennoù-mañ gant un tamm son bet dastumet e 1889 en Trevoù digant Paolig ar C’halvez....Lire la suite -
Kronikenn 2: GWRAC’HED HA GWRAC’HED ZO !
04/11/2024Pa vez anv eus gwrac’hed e teu meur a dra da spered an dud. Ar besketourien a soñjo diouzhtu en ur pesk. Ar begoù...Lire la suite -
Kronikenn 3: AR MORU
05/11/2024Ma zo ur pesk en devo merket sevenadur ar vro eo ar moru sec’h ha sall. Memor ar vro zo leun a veajoù hir ha kalet ar...Lire la suite -
Kronikenn 4: KÊR-IZ EN TREGER (1)
05/11/2024Ma zo ur vojenn – pe ur mit (gwengel e brezhoneg chik) eme lod – eo hini Kêr-Iz. Bezañ eo mojenn vrudet ar c’hêrioù...Lire la suite -
Kronikenn 5: KÊR-IZ EN TREGER (2)
05/11/2024N’haller ket komz eus Kêr-Iz hep komz eus tudennoù brudet mat, unan bennak anezhe anavezet mat en Trevoù evel a welfomp.Lire la suite
Leave a comment