paou, po-. A-douez ar gerioù kozh da dermeniñ lodennoù eus tiriad hon bro ez eus unan, kollet e ster melestradurel...
Pennadoù nevez
-
Kronikenn 149: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (23)Lenn hiroc'h -
Kronikenn 148: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (22)16/11/2026Lenn hiroc'hbro. Ma zo ur ger arouezel hag arouezius en hon yezh eo ar ger bro. Gant hennezh e c’hallomp boulc’hañ ur veaj...
-
Kronikenn 147: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (21)06/11/2026Lenn hiroc'hkozh & kozh-, -kozh. Un termen, ur ger o tougen meur a garg en hon yezh hag en he istor. Krogomp gant an istor...
-
Kronikenn 146: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (20)02/11/2026Lenn hiroc'hhen-. Bed ar protiklegoù en lec’hanvadurezh Breizh zo ur bed ec’hon… Sede, hen- unan eus an elfennoù proklitek puilh...
-
Kronikenn 145: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (19)02/11/2026Lenn hiroc'hbod. Sede un termen all, merker identelezh struktur hon bro ivez. Kroget e vo, evit ur wezh, gant e implij evel ger...
-
Kronikenn 144: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (18)16/10/2026Lenn hiroc'hlog. Re alies skrivet lok, met en gaou evel ma vo gwelet. Ar ger zo bet kemeret digant al latin locus « lec’h », gant...
-
Kronikenn 143: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (17)12/10/2026Lenn hiroc'hPetore darempred eta entre Trevoù ha Trewinieg ? Diaes goût petore hini a oa deut war wel da gentañ. Soñjal a ra din,...
-
Kronikenn 142: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (16)05/10/2026Lenn hiroc'hTrev, Tre evel prokliteg. Evel elfenn broklitek e ro trev un duilhad kaer a anvioù lec’hioù. Termenet eo gant ur ger...
-
Kronikenn 141: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (15)05/10/2026Lenn hiroc'hDa glozañ gant ar ger lann. Ar ger lann zo ur skouer vrav eus an hêrezh indezeuropek rak kavet e vez en holl yezhoù...
-
Kronikenn 140: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (14)21/09/2026Lenn hiroc'hLann en hon anvioù lec’hioù zo niverus. Ha liesseurt o rummadoù. En tu-hont d’al lann « lec’h sakr » pe se, eo ivez...
Rummadoù ar blog
Klask e-barzh ar blog
Gwalarn, un emsav lennegel
Perak ?
« Kempennet e oa bet ar yezh unvan gant F. Vallee, Meven Mordiern hag E. Ernault. Gwalarn a voe ar gelaouenn gentañ oc’h ober a-zevri gant ar yezh unvan-se hag ouzh he lakaat da drec’hiñ. Hep Gwalarn e vije chomet aner labour tadoù ar yezh lennegel arnevez. Ober a reas muioc’h c’hoazh : dre dostaat kammed-ha-kammed ar yezh unvan ouzh ar
gwenedeg ar rannyezh chomet er-maez eus “Emgleo ar skrivagnerion”, e kasas ar brezhoneg d’e beurunvanidigezh. E kavell Gwalarn enta ez eus bet ganet ur yezh stad. »
Petra ’oa spered Gwalarn ?
« Krouiñ ul lennegezh e brezhoneg par d’al lennegezhioù all er bed a felle da re Walarn ober.
Gant ar strolladig bodet gant Roparz Hemon (Youenn Drezen, Abeozen, Frañsez Vallée, Kerverzioù, Yann-Eozen Jarl…) e teuas ar brezhoneg da vezañ benveg al linkañ mennozhioù hag ar c’hizidikañ trivliadoù.
Tu a oa a-benn ar fin da sevel oberennoù par d’ar re a vleunie er yezhoù all a sevenadurezh.
Skridoù kenedus a oa bet savet a-ziagent e brezhoneg moarvat, hogen kondaonet e oa bet ar skrivagnerien gant skorted ha diasurded o yezh d’ar berranal spered : bac’het e vanent en talvoudoù lec’hel.
Krouerez al lennegezh vroadel vrezhon arnevez e voe Gwalarn. »
Digor war ar bed ?
« Me ’garfe gwelout Breizh o vont war hentoù ar bed, goustad, war droad evel ur pirc’hirin », a skrive Roparz Hemon. Ha gant Gwalarn e voe degaset da Vreizhiz teñzor al lennegezhioù estren, broudet an emskiantidi da zeskiñ
yezhoù, desket dezho benveg an divizoù bedel, an esperanteg, ha displeget he dlead, n’eo ket e-keñver Bro-C’hall, met e-keñver ar C’hornôg, heg e-keñver Europa, e-keñver ar bed a-bezh… : mare an etrevroadelezh eo bet mare
Gwalarn… »
Ha bremañ ?
E-giz ma c’hoarvez alies gant pep luskad lennegel pe arzel a bouez en deus bet Gwalarn diskibien hag o deus adkroget gant an erv goude marv ar gelaouenn Gwalarn gant an niverenn 165 ha reuz-bras fin ar brezel. Tir na N-óg, Kened, Al Liamm, daoust d’an diaesterioù a voe krouet gant tud yaouank strewet e pep korn eus Breizh hag e Pariz diouzhtu goude an eil brezel bed.
Buan-tre e voe komprenet ganto e oa dav dezho en em glevout hag un titl nemetken a voe dalc’het : Al Liamm. Kenderc’hel a ra ar gelaouenn e hent hiziv-an-deiz bepred oc’h implijout ar skritur beurunvan hag oc’h embann
skridoù ha levrioù a lennegezh. Kelaouennoù all pe tiez embann nevesoc’h a zo ivez o klask mont war roudoù Gwalarn evel Aber da skouer, Al Lanv gant e gelaouenn hag e levrioù, An Alarc’h, Mouladurioù Hor Yezh, Skrid…
Spered Gwalarn a gendalc’h eta da virviñ, 100 vloaz goude krouidigezh ar gelaouenn-blein gant Roparz Hemon e 1925.
Pennadoù eus ar memes seurt
-
Kronikenn 1: KAZH HA KAZH ZO !
04/11/2024Kroget e vo ar rummad kronikennoù-mañ gant un tamm son bet dastumet e 1889 en Trevoù digant Paolig ar C’halvez....Lenn hiroc'h -
Kronikenn 2: GWRAC’HED HA GWRAC’HED ZO !
04/11/2024Pa vez anv eus gwrac’hed e teu meur a dra da spered an dud. Ar besketourien a soñjo diouzhtu en ur pesk. Ar begoù...Lenn hiroc'h -
Kronikenn 3: AR MORU
05/11/2024Ma zo ur pesk en devo merket sevenadur ar vro eo ar moru sec’h ha sall. Memor ar vro zo leun a veajoù hir ha kalet ar...Lenn hiroc'h -
Kronikenn 4: KÊR-IZ EN TREGER (1)
05/11/2024Ma zo ur vojenn – pe ur mit (gwengel e brezhoneg chik) eme lod – eo hini Kêr-Iz. Bezañ eo mojenn vrudet ar c’hêrioù...Lenn hiroc'h -
Kronikenn 5: KÊR-IZ EN TREGER (2)
05/11/2024N’haller ket komz eus Kêr-Iz hep komz eus tudennoù brudet mat, unan bennak anezhe anavezet mat en Trevoù evel a welfomp.Lenn hiroc'h
Leave a comment