Abaoe 1925 e vez mor al lennegezh broudet gant tonnoù nerzhus ha youlek Gwalarn o tarlipat hardizh aodoù, aberoù,...
Preder an amzer dazont. Dazont ar vrezhonegerien, dazont o yezh, dazont o ene, dazont o sell war ar bed, dazont o bugale. En kaoter ruz al lennegezh lakaet da virviñ gant Gwalarniz war tan ar c’hoantoù hag an hunvreoù e oa ar preder-se, sanket don en empennoù tud yaouank war lez o ugent vloaz. Kas ar yezh a rummad da rummad, hep gallout kontañ war ar skolioù mestroniet gant ur galloud a-enep ruz. Un eneberezh koustus d’an dud, koustus d’o bugale. Ra deuio ar speredoù poutinian da zisplegañ...