« Ur from espar a grog en den douget a-hed div roudenn dir e sioulded ar beuznoz, pa n’eus ket c’hoazh a c’houleier,...
A-wezhioù. Ya, a-wezhioù e oar tonkadoù zo gwidilañ ha kroaziañ dibaouez kement ha reiñ pennadoù meritet mat da donkadoù all... Kaout an distro eus an istor. Diweañ ur blanedenn marteze ? Soñjit ’ta... Ha bezañ hon defe bet skrivagnerien veur evel Youenn Drezen pe Jakez Riou hep berzidigezh ar brezhoneg gant an Trede Republik ? O tiwan e oa ar c’hantved kozh, da neuze, pan voe divizet, en 1902, gant ar renerien veur petore yezh ma ranke ar Vretoned ober ganti...