Pennadoù nevez

Embannet e:"2025 - miz Mae"

  • Kronikenn 71: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (6)
    Kronikenn 71: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (6)

    A-wezhioù. Ya, a-wezhioù e oar tonkadoù zo gwidilañ ha kroaziañ dibaouez kement ha reiñ pennadoù meritet mat da donkadoù all... Kaout an distro eus an istor. Diweañ ur blanedenn marteze ? Soñjit ’ta... Ha bezañ hon defe bet skrivagnerien veur evel Youenn Drezen pe Jakez Riou hep berzidigezh ar brezhoneg gant an Trede Republik ? O tiwan e oa ar c’hantved kozh, da neuze, pan voe divizet, en 1902, gant ar renerien veur petore yezh ma ranke ar Vretoned ober ganti...

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 70: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (5)
    Kronikenn 70: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (5)

    Porzh. Kaeoù. Dokoù. Hunvre. Beajiñ. Gwirvoud. Memor. Hiraezh.Sed aze un aridennad gerioù da skeudennaouiñ toull ar prenestr kentañ war ar morioù, war-du un dremmwel dispishoc’h-dispishañ a-feur ma seller outañ war-du ar pelloù... Un aridennad gerioù da reiñ bod da drivliadennoù all... Ar porzhioù zo un nor war an diavaez, anavezet pe dianav, met ivez an nor da degemer an diavaez, hennezh all gortozet pe dic’hortoz.

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 69: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (4)
    Kronikenn 69: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (4)

    E koun DiviUr bliziennoù bennak, en kreiz un devezh gouañv dindan pouez koumoul teñval Treger Vras, e oamp bet, me hag ur mignon kozh, oc’h ambroug ur c’hamarad, ur mignon, ur breur... bet ivez ur c’hoarzh, ur spered lemm, ur gouizieg, ur fentigeller ruz, war-du bro ar re dall hag ar re vouzar, unan hag en devoa tremenet ar pont. Ha se bloaz, a-boanik, goude un degouezh heñvel, gant un tremeniad-pont all eñ ivez. Heñvel ? Nann, ur c’holl goude ur c’holl n’eo ket dre just un degouezh a vernier...

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 68: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (3)
    Kronikenn 68: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (3)

    1925. Ur bloavezh a voe en kreiz stokadenn veur ar vemor, hini ar bed kozh ouzh ar bed nevez a-boan diwanet, hini ar glac’har da heul pulluc’hadenn didruez tud n’o devoa goulennet seurt digant an tonkad... Islonk an ideologiezhoù a oa o vont da lonkañ meur a hini, lod perzhek emskiantek ha lod all en despet dezhe. Tra vat, Gwalarn a chomo divrall, war-du ar pal merket : ul lennegezh uhel evit ar Vretoned, ar vrezhonegerien a vefe welloc’h lâret, moarvat.

    Lenn hiroc'h
Showing 1 to 4 of 4 (1 Pages)