Pennadoù nevez

  • Kronikenn 74: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (9)
    Kronikenn 74: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (9)

    Imramiñ gant Gwalarniz. Da heul an imramer meur a oa eus Maodez Glanndour. Taranadenn krouidigezh Gwalarn he devoa staliet un diawelad mezevennus. Kristinennañ gant bili-mor hon yezh, skejañ an dour gant hon memor boull ha sklaer ha kas bili hon istor en tu all d’an dremmwel, en tu all d’an touellwel dispis d’ar reoù na welont ket penaos eo digor frank hon bed, hon ijin, hon c’hrouiñ, hon awen. Imram Maodez Glanndour, roeñvoù savet, gouelioù c’hwezet, kouc’h al lestr o parstrakal, ar porzh o...

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 73: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (8)
    Kronikenn 73: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (8)

    Ekosistem hon lennegezh. Ekosistem, ur ger a-bouez. Drezañ e welomp penaos hon lennegezh zo harpet, savet war un hollad arc’hoù, gwaregoù, bolzoù harpet o-unan war meur a esker, hini hon yezh, hini hon memor, met dreist pep tra war hini hon sell war ar bed. Da sevel kouc’h lestr hon lennegezh da vont gant morioù dianav, dianav kement ha pinvidikaat hon selloù, just a-walc’h. Lakaat kejañ hon memor gant hini an estren.

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 72: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (7)
    Kronikenn 72: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (7)

    Lennegezh an dieubidigezh. Galloud al lennegezh. Moarvat, met n’eo ket eus n’eus forzh petore lennegezh zo anv, unan savet war an traezh risklus laosket ganimp gant ur bed a gemenn bezañ divrall hag a blij kement malañ ha malañ, malañ munut ar pezh zo e-maez an dereadegezh. An dereadegezh ! Petore termeniñ reiñ d’ar ger-se avat ? O dereadegezh n’eo ket hon dereadegezh. Un dereadegezh da reiñ naon du da dud yaouank da ezteurel o dieubidigezh. 

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 71: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (6)
    Kronikenn 71: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (6)

    A-wezhioù. Ya, a-wezhioù e oar tonkadoù zo gwidilañ ha kroaziañ dibaouez kement ha reiñ pennadoù meritet mat da donkadoù all... Kaout an distro eus an istor. Diweañ ur blanedenn marteze ? Soñjit ’ta... Ha bezañ hon defe bet skrivagnerien veur evel Youenn Drezen pe Jakez Riou hep berzidigezh ar brezhoneg gant an Trede Republik ? O tiwan e oa ar c’hantved kozh, da neuze, pan voe divizet, en 1902, gant ar renerien veur petore yezh ma ranke ar Vretoned ober ganti...

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 70: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (5)
    Kronikenn 70: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (5)

    Porzh. Kaeoù. Dokoù. Hunvre. Beajiñ. Gwirvoud. Memor. Hiraezh.Sed aze un aridennad gerioù da skeudennaouiñ toull ar prenestr kentañ war ar morioù, war-du un dremmwel dispishoc’h-dispishañ a-feur ma seller outañ war-du ar pelloù... Un aridennad gerioù da reiñ bod da drivliadennoù all... Ar porzhioù zo un nor war an diavaez, anavezet pe dianav, met ivez an nor da degemer an diavaez, hennezh all gortozet pe dic’hortoz.

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 69: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (4)
    Kronikenn 69: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (4)

    E koun DiviUr bliziennoù bennak, en kreiz un devezh gouañv dindan pouez koumoul teñval Treger Vras, e oamp bet, me hag ur mignon kozh, oc’h ambroug ur c’hamarad, ur mignon, ur breur... bet ivez ur c’hoarzh, ur spered lemm, ur gouizieg, ur fentigeller ruz, war-du bro ar re dall hag ar re vouzar, unan hag en devoa tremenet ar pont. Ha se bloaz, a-boanik, goude un degouezh heñvel, gant un tremeniad-pont all eñ ivez. Heñvel ? Nann, ur c’holl goude ur c’holl n’eo ket dre just un degouezh a vernier...

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 68: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (3)
    Kronikenn 68: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (3)

    1925. Ur bloavezh a voe en kreiz stokadenn veur ar vemor, hini ar bed kozh ouzh ar bed nevez a-boan diwanet, hini ar glac’har da heul pulluc’hadenn didruez tud n’o devoa goulennet seurt digant an tonkad... Islonk an ideologiezhoù a oa o vont da lonkañ meur a hini, lod perzhek emskiantek ha lod all en despet dezhe. Tra vat, Gwalarn a chomo divrall, war-du ar pal merket : ul lennegezh uhel evit ar Vretoned, ar vrezhonegerien a vefe welloc’h lâret, moarvat.

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 67: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (2)
    Kronikenn 67: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (2)

    « Ul labour n’eus ennañ, moarvat, nemet un nebeud pezhioù dibabet a-douez kalz. Setu labour Bleimor, a skrive hep goulenn ha plijout a raje d’unan bennak, evitañ e-unan, dre ma oa re leun e galon, dre ma oa ret dezhañ skrivañ, evit sevel gant gerioù un ti da divliadennoù e ene. Evit ar wezh kentañ en hol lennegezh, ez eus bet kavet ur barzh da lakaat e holl ene en e varzhonegoù. »

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 66: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (1)
    Kronikenn 66: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (1)

    Evit an dezioù zo anv eus Gwalarn, savet ur c’hant vloaz bennaket zo. Meur a hini zo bet o voulc’hañ gant an avantur-se, hag an hini pennekañ, efedusañ, sebedennusañ a voe unan a reer Roparz Hemon anezhañ, unan bet ganet gant e gantved, en Brest. Gwalarn a oa neuze evel ur bugel ganet dezhañ, drezañ moarvat, ma ne oa ket un degouezh dezhañ da gaout troc’h gant e vuhez kent.

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 65: EN KOMPAGNUNEZH J. M. G. AR C’HLEZIO (2)
    Kronikenn 65: EN KOMPAGNUNEZH J. M. G. AR C’HLEZIO (2)

    Lennegezh. Ar c’hallegerien a ra gant « Littérature », diwar ar ger en deus roet « lizherenn » en brezhoneg, ha se, evel en ur bern yezhoù all.

    Lenn hiroc'h
Showing 1 to 10 of 74 (8 Pages)