« Lamm ha stroñs ha lusk ha stirlink an houarnaj hag ar rodoù, leñv ar c’hoadaj, taolioù-skourjez ar gouleier er...
Anna Bodri. Jani Dreo. Annaig Riou. Karantezioù. Awenerezed. Lusk ar varzhoniezh. Rimoù an trivliadennoù. Frondoù ar garantez. Pal ar vuhez. Abeg ar spi.En touez Gwalarniz zo bet ur barzh, dezhañ e-unan, sellet outañ evel bezañ hermezek, ezoterek zoken. Unan hag en devoa bet ur vuhez trubuilhus ha trubuilhet. Unan bet o vont don, siwazh, gant mennozhioù politikel na briziomp ket, o nann. Dic’houzañvus. Met n’eo ket dimp da varn.