Pennadoù nevez

Lennegezh

  • Kronikenn 95: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (30)
    Kronikenn 95: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (30)

    « Ur from espar a grog en den douget a-hed div roudenn dir e sioulded ar beuznoz, pa n’eus ket c’hoazh a c’houleier, ha nikun en e gichen. From ha damspont. Skeudenn wirion an tonkadur, difonn ha prim, arvarus ha dibleg. Badet ar c’hleved gant taboulinadeg ar rodoù, teoget ar sell gant kornigelladeg ar maez, e teuz ar gwirvoud en hunvre, ha faltazi dic’hiz a vesk e prederennoù reizhek ar skiant. Bez’ ez intr ar spered neuze pep tra diwirheñvel evel ma ra er c’housked. 

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 94: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (29)
    Kronikenn 94: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (29)

    « Dreist hiboud an avel e krenerezh an draonienn eo savet ar c’han, ha leuniet en deus an oabl e kostezioù ar Wern ha Rozmeleneg. Nijal en deus graet da ober tro dreist an dour, frizañ a-hed ar girzhier, ha neuze dont da skeiñ betek ennon-me.Emaon amañ o c’hortoz n’ouzon dare pe zarvoud da lakaat un tammig lusk em faour kaezh buhez brevet.

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 93: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (28)
    Kronikenn 93: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (28)

    Divi Kenan Kongar. Unan all eus an « angry young men ». Daouzek vloaz e oa pan deuas Gwalarn er bed. Ur ramz. Evel Roparz Hemon, Fañch Elies-Abeozen, soursial ouzh al lennegezh ha produiñ anezhi, ne oa ket a-walc’h. Prederi. Prederi ar yezh. He rentañ gant he lorc’h d’ar brezhonegerezed ha d’ar vrezhonegerien. Studiañ ar yezh, dielfennañ gwikefre ar yezh, he mont-endro, he spered.

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 92: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (27)
    Kronikenn 92: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (27)

    Alarc’h tramor Teodor. Elerc’h enezeg Maodez. Elerc’h An Cúil Gwilherm. Elerc’h Kouc’houlin hag Emer Roparz : « An elerc’h gouez o tremen dreist an tevennA ra din soñjal en ur vojenn gozhA gonter en Iwerzhon, un danevellA erez hag a enkrez, hogen ivezUn istor a garantez don ha c’hwerv.Teir c’halon faezhet, siwazh, hag i trec’hDa viroù lemm ha ganas an tonkadur. »

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 91: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (26)
    Kronikenn 91: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (26)

    Lenn hag adlenn. Diaes eo chom hep ober : skridoù a blij dimp, a blij dimp a-hed ar wezh, skridoù nevez pe nevez dizoloet ganimp. Astenn an dorn en korn ur stalenn ha sachañ ul levr, ul levrig, tanav-tanav a-wezhioù. Levraouegoù klenk. Levraouegoù diglenk ma vev ar skridoù o buhez hervez froudenn al lenner, hep poell en urzh lakaet… lakaet ? Pep hini en deus e zigarez dezhañ e-unan da gas avanturioù en-mesk e levrioù. Lezel e lod gant an degouezh, met ni a oar re vat penaos e ren hon spered...

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 90: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (25)
    Kronikenn 90: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (25)

    « Pa oa c’hoazh ur bugelig lostennek, hag en e amzer ne vezed ket bragezet ken abred ha bremañ, e felle dezhañ mont e-unan da glask ar bank bihan da lakaat dindan troad e vamm evit ma rofe houmañ dezhañ da zenañ. Ne vezed ket dizonet ken prim kennebeut, rak krediñ ’rae ar mammoù n’o doa ket a riskl da zougen ur bugel all keit ha m’edont o vagañ. Marteze eo bet gwir kement-se pa n’oa ket c’hoazh sivilizet an dud, met bremañ, evit doare, n’eo ket ken hag e c’heller war un dro bezañ magerez ha...

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 89: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (24)
    Kronikenn 89: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (24)

    Barzhonegoù. Romantoù. Pezhioù-c’hoari. Danevelloù. Sed aze geriennoù, en mesk reoù all, anavezet da envel bravigoù, perlezennoù pe teñzorioù hon lennegezh. Kement barzhoneg, romant, pezh-c’hoari pe danevell zo n’int ket bravigoù avat ! Pell a vezañ ! Ret eo didoueziañ, ret eo dilenn anezhe. Ret eo o lenn hag o blazata, o c’haret ha reiñ lec’h dezhe en hon empennoù digor hag en hon speredoù marnaoniet. Betek o lakaat en kreiz hon c’halonoù. Dimp da vevañ.

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 88: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (23)
    Kronikenn 88: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (23)

    Ramzed. Kaoured. Ramzed ha kaoured kounnaret. Kounnaret ha marnaoniet. En andon hon lennegezh vodern. Hepte ne vije bet netra, seurt. E vije bet ur gouelec’h hep liv na tousmac’h, skubet gant avel an netra. Dreist-holl ur gouelec’h hep tamm goanag, hep tamm prenestr war an amzer dazont. Ya, ur gouelec’h… Gaonac’h. Ha tavet hon gweledigezh da vat…

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 87: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (22)
    Kronikenn 87: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (22)

    Krouiñ. Adkrouiñ. Gwalarniñ. Ha klask. Klask war-lerc’h ar pezh a ra hon identelezh. Ha rentañ an elfennoù-se d’ar vrezhonegerien. Dihuniñ o memor, talvoudekaat o hêrezh. Un identelezh vrezhoneg a-raok pep tra eta, met ivez un identelezh ma kemer perzh hon istor, hon memor, hon foanioù, hon levenezioù, hon glac’har enni. Ha Salver, hon goanag en amzer dazont ! Piv a gredo lâret dimp eo kement-mañ a-enep hon gwirioù ? Ha koulskoude zo tud douget gant n’onn ket petore ideologiezh flaerius o...

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 86: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (21)
    Kronikenn 86: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (21)

    « Emaomp o vont da c’houlenn kalz digant hon lennerien. Evit ar brezhoneg eo, hag evit Breizh. Labourioù a-bouez hon eus da voulañ, labourioù a-bep seurt, hag i re hir da vezañ moulet war Walarn. Gwalarn a rank chom ur gelaouenn, enni pennadoù berr a-walc’h, ha disheñvel.

    Lenn hiroc'h
Showing 1 to 10 of 96 (10 Pages)