« Ur from espar a grog en den douget a-hed div roudenn dir e sioulded ar beuznoz, pa n’eus ket c’hoazh a c’houleier,...
Merc’hed Gwalarn ? Ar goulenn zo diaes. Ya, en pelec’h emaint ? Un nebeud anvioù zo, met kont anvioù ar baotred zo trec’h. Ne rin amañ tamm analiz diwanet en korn ur c’hontouer tavarn bennaket, met anat ec’h eo ar fed-se arouez stad ar merc’hed er gevredigezh d’ar c’houlz-se : berzet oute dont war ar gorre, rediet da ober war-dro ar pezh a vo lidet kaer gant ur Fulup Petain dispredet hag enep-yuzev... hag o sellet ouzh ar merc’hed evel tud a eil renk, mat da zozviñ evit ar vro. Merc’hed ha...