Alarc’h tramor Teodor. Elerc’h enezeg Maodez. Elerc’h An Cúil Gwilherm. Elerc’h Kouc’houlin hag Emer Roparz : « An...
En dez all e oan o klask lakaat urzh en un toullad levrioù, kazetennoù ha paperoù peñseet en stumm ur berniad brall-divrall en penn all ma levraoueg, salokras. Ha lakaat urzh n’eo ket klenkañ, ha klenkañ n’eo ket renkañ. Sebezh o kavout ul levr bennak na oan ket o c’hortoz gwelet anezhañ. Ma, hennezh zo ganin ? Ankouaat a reer. Ha chom da dreiñ anezhañ, biz ouzh teod d’e c’hlebiañ hag ar memes biz ouzh korn ar pajennoù dianav d’o dreiñ aezet. Pajennadoù o kinnig sebedennoù pinvik.