Abaoe 1925 e vez mor al lennegezh broudet gant tonnoù nerzhus ha youlek Gwalarn o tarlipat hardizh aodoù, aberoù,...
Abaoe 1925 e vez mor al lennegezh broudet gant tonnoù nerzhus ha youlek Gwalarn o tarlipat hardizh aodoù, aberoù, inizi hon awen, hon spered. Ul lanv en lusk tellurek an hoaladoù o liammañ deroù hon istor lennegel ouzh hon dazont hag ouzh lennegezhioù all ar bed. Dazont al lennegezh vrezhoneg. Dazont hon buhez vrezhoneg. Eon ar varzhoniezh, spoum an danevelliñ berr pe hir a lak ar gazeg c’hlas da gemer liv hon geriennoù, liv son ha trouz hon yezh. Anao dibar. Ul lennegezh kaset ha degaset...