Pennadoù nevez

  • Kronikenn 122: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (56)
    Kronikenn 122: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (56)

    Explicit. Excipit, eme lod, evel heklev d’an Incipit. Treiñ ar bajenn, klozañ al levr. Parañ hon selloù war-du un dremmwel n’eus nemet pep hini ac’hanomp o c’hoût war-du pelec’h emañ o skeiñ. Explicit liber eme ar venec’h wezhall, eme ar gopierien feal.. pe amfeal, ne vern, pan oant oc’h echuiñ o skridoù. Hon Loeiz, Loeiz Pelleter, Dom Loeiz mar plij, deuet eus broioù kaeek ar Mañs dindan an aezhenn o plavañ war glannoù al Liger ha kavet gwelloc’h repuiñ en ur penn ar bed bennaket, en devoa...

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 121: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (56)
    Kronikenn 121: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (56)

    Gwalarn, lec’h ma timez hon lennegezh vrezhoneg gant he stummoù liesseurt. Moarvat eo ar varzhoniezh an elfenn bennañ. An danevelliñ en devoa e lec’h ivez. Met, ken skoet ma oa bet gwalarniz yaouank gant an dister ma oa ar varzhoniezh kent o donedigezh… Ken emskiantek all ma oant o welet er varzhoniezh banniel kentañ hon lennegezh : marteze, en un doare diemskiant ha c’hoazh n’eo ket ken sur a se, e welent sklaer eo ar varzhoniezh hag a chom pan varv pep tra. Ar varzhoniezh a dreuz an...

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 120: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (55)
    Kronikenn 120: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (55)

    « Ma’z eo bet unton hol lennegezh dre ar stumm, ez eo bet ken unton all dre an awen. Ul lennegezh a relijion ez eo, evel n’eus hini all ebet marteze er bed a-bezh : en aridennad hir-spontus a werzennoù mat pe fall a zo bet legadet deomp gant hor misterourien ha kantikerien a bep eskopti e klaskfed en aner dek poz awenet gant kened ar maezioù, kan al laboused, pe ur soñj lik all bennak dizañjer a seurt-se. En enep : zoken pa fell d’ar barzh komz eus joa an natur, ne gavo keñveriadur nemet gant...

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 119: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (54)
    Kronikenn 119: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (54)

    Er sizhun all ec’h ae kuit trumm ur mignon bras d’ar vugale ha d’o yezh. Loic Corlouer a oa emellet da vat en digoradur skol Diwan Landreger, unan eus e hunvreoù evel ma oa unan eus hunvreoù meur a Dregeriad all ivez. Un hunvre a-stroll. Loic zo aet kuit trumm, eñ hag a ouie mat pegen pouezus eo kemer perzh en obererezh ar yezh. E oa ezel oberiant eus Roc’h Diwan. Gant sikour Roc’h Diwan an hini eo e oa bet tu da zigeriñ ar skol. En dibenn-sizhun-mañ e oa bet dalc’het KêrArzoù kentañ : ur...

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 118: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (53)
    Kronikenn 118: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (53)

    Rozenn Ronsard troet kaer gant Frañsez Vallée. Ur Rozenn all gant ur barzh dianav. Sed aze rozennoù hag a ra vad dimp. N’int ket rozennoù ar preder, tamm pe nebeut. Nemet war an amzer o vont, o vont, hep na c’hallfemp ober seurt. Rozennoù frondus en ul liorzh tost d’hon c’halon. Liv, frond ha kened a viromp diouzh ar rozennoù. Unan zo tost d’am c’halon. Degas a ra soñj din eus un amzer bet, met bet gant unan ha n’eo ket me. Ma mamm-gozh Trogeri a lâran. Anna, distagit añnañ mar plij !

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 117: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (52)
    Kronikenn 117: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (52)

    Barzhoniezh ha sonerezh.« Pinvidikaet ar varzhoniezh gras d’ar sonerezh, un doare d’he embann ivez. Ober gant meur a zoare ezteurel pe disklêriañ zo aezetaat an degemer anezhi. Ar pep gwellañ eo bodañ sonerezh, skrid ha skeudenn. Neuze e c’hall an dud kompren ha degemer ar stumm arz-se hep deskadurezh arbennik ha hep displegadenn ouzhpenn. (…) Ouzhpenn, e soñj din em eus ur roll pedagogel abalamour d’am micher : ma labour zo da gemer plas un deskadurezh vresk ha da sevel un doare adskol. Evit...

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 116: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (51)
    Kronikenn 116: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (51)

    Incipit. Ur ger hag a son evel un nor digor war un oberenn. N’eus ket keit-se e klaske al lennerien goût petra oa da gaout en un oberenn en ur lenn deroù, pe tammoù eus deroù honnezh. Herie eo aezetoc’h, boas e vêr gant ar skrid war ar pevare golo. N’eus ket keit-se e oa ret digeriñ al levr evit goût, bremañ herie eo a-walc’h treiñ anezhañ en hon dorn ha lenn ar pezh zo moullet en diavaez ! Kenavo da roll pouezus an incipit ? Inkipitaouiñ a rankomp derc’hel da ober koulskoude, rak an incipit...

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 115: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (50)
    Kronikenn 115: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (50)

    Barzh ar gizidigezh. Barzh ar weledigezh. Barzhonegoù hir, barzhonegoù berr. Barzhonegoù klotennaouet, barzhoneg komz-plaen. Met, barzhonegoù bep tro paket, kizellet, roet evel melezour un ene, roet evel un ti d’e drivliadennoù. Ar varzhoniezh oa e rouantelezh. Evel-se e oa Maodez Glanndour. Evel-se e oa person kozh Louaneg.

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 114: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (49)
    Kronikenn 114: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (49)

    « Ar varzhoniezh kentañ eo hini ar soñj, hini an empenn, n’eo ket hini ar genoù. » eme hon Maodez. Ha pelloc’h : « Kemerit barzhonegoù Kalloc’h, evel Deuit, Spered Santel ha lennit. Santout a rit nend eo ket komz-plaen, klask a rit ment al lusk-se, ha ne welit ket mat. Dindan gwagennoùigoù ha bourbouilh ar gorre emañ lañs an tonnoù bras, ha n’hellit ket herzel ouzh e sach, dalc’het oc’h gant e nerzh ha ret deoc’h sentiñ outañ. Pezh a dalvez eo al lusk-se, ramzel evel hini ar c’heinvor,...

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 113: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (48)
    Kronikenn 113: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (48)

    « Ned eo ket mat e vije ar barzh re blapenn, a gav din. Barzhed vras zoken : degemeret kelenn digante. E tavedegezh an dongalon eo e tle dareviñ ar barzhonegennoù. Un neuz ker peuzc’hraet ha greüs a dleer gwiskañ warno. Hag an awen wirion a sant neb o lenn gant ma klot mennozh ar barzh gant un hir a breder hag un hir arnoderezh nemetken. Ned it ket neuze da gavout iskis stumm pe lavar gwerzennoù zo. Kentoc’h, deskit-int dindan eñvor, war-lerc’h o lenn uhel-vouezh, ha dalc’hit koun eus a...

    Lenn hiroc'h
Showing 1 to 10 of 124 (13 Pages)