Apostilhenn da c’herdarzh ar ger ploue. Evel ne c’hall empenn ebet chom da ruzañ pe da foraniñ nerzh hag amzer em eus...
Apostilhenn da c’herdarzh ar ger ploue. Evel ne c’hall empenn ebet chom da ruzañ pe da foraniñ nerzh hag amzer em eus kredet derc’hel gant ma frederennoù diskoulmañ donedigezh ar ger ploue, urwezh ouzhpenn. Dre forzh soñjal, kroaziañ ha tapout eñvor un hent bennak e teu an traoù d’ar spered. Sede m’am eus taolet pled zo ur ger all, boutin mat, o vezañ gwisket ar memes stumm fonologel hagar ger ploue : ar ger roue, an hini eo. En brezhoneg zo, pe zo bet, lakaomp, daou c’her evit ar galleg «...