Alarc’h tramor Teodor. Elerc’h enezeg Maodez. Elerc’h An Cúil Gwilherm. Elerc’h Kouc’houlin hag Emer Roparz : « An...
Esmae a oa en noz all war blasenn an ti-kêr en Trevoù. Anv a oa eus daou den bet er Rezistañs : unan war an dachenn, François Kerambrun, bet er Rouedad Shelburn, hag egile Jarl-Mari Guillois, bet mouezh vrezhoneg ar Jeneral de Gaulle e Londrez. Kement hag enoriñ anezhe e oa bet dreset bannieloù triliv ha bannieloù gwenn-ha-du dirak monumant ar re varv. Ul lid kaer ma zo bet ul lennadenn gaer a-berzh an aotrou Joseph Laurans eus galv ar Jeneral troet en brezhoneg gant Jarl-Mari Guillois...