Petore darempred eta entre Trevoù ha Trewinieg ? Diaes goût petore hini a oa deut war wel da gentañ. Soñjal a ra din,...
Ekosistem hon lennegezh. Ekosistem, ur ger a-bouez. Drezañ e welomp penaos hon lennegezh zo harpet, savet war un hollad arc’hoù, gwaregoù, bolzoù harpet o-unan war meur a esker, hini hon yezh, hini hon memor, met dreist pep tra war hini hon sell war ar bed. Da sevel kouc’h lestr hon lennegezh da vont gant morioù dianav, dianav kement ha pinvidikaat hon selloù, just a-walc’h. Lakaat kejañ hon memor gant hini an estren.