Explicit. Excipit, eme lod, evel heklev d’an Incipit. Treiñ ar bajenn, klozañ al levr. Parañ hon selloù war-du un...
Hon Meven (1878-1949), lenner aketus abaoe e oad bugel, betek fin e vuhez. Al lenn : ne oa ket anv eus Buhez ar Sent, pe eus Feiz ha Breiz, pe traoù all ken relijiel ha ken kentelius all. Nann, lenn da zizoloiñ ar bed, da vountañ war dorojoù ar gouzoud. Ober e vad eus levraouegoù ti e dud, emezañ. Mont en tu-hont, ha lark, d’ar pezh a ro ar c’helenn er skolioù. A-walc’h lenn e notennoù tremen puilh d’e skridoù evit kemer bam ouzh al levrioù bet darempredet tost gantañ.