« Ma’z eo bet unton hol lennegezh dre ar stumm, ez eo bet ken unton all dre an awen. Ul lennegezh a relijion ez eo,...
Ar barzh en enkrezioù bras. Ar barzh o tanevelliñ ar stourm zo en e zonig-don, en e intim. Glaou ruz an trivliadoù o veskañ gant reoù ar c’hrouiñ, renet gant an awen oc’h enebiñ ouzh an dic’hoanag. Ur varzhoniezh da bareañ ? Ur varzhoniezh da sioulaat trivliadoù re greñv ? Ur varzhoniezh da ginnig un emgannlec’h etre c’hoant ha dic’hoant ? Ur varzhoniezh, mamm ar soñjezennoù sanket mat en donig-don ar skrivagner ? Ur varzhoniezh, keniterv al lavar, arm lemm al lennegezh ? Kement-se holl,...