Derniers articles

  • Kronikenn 64: EN KOMPAGNUNEZH J. M. G. AR C’HLEZIO (1)
    Kronikenn 64: EN KOMPAGNUNEZH J. M. G. AR C’HLEZIO (1)

    An Trevoù. Er vro eo kentoc’h « An Treoù » hag a-wezhiouigoù « An Treo » hag a lârer, met n’eo ket evel pan lârer « traoù » avat ! Ha seul belloc’h diouzh an Trevoù seul sklaeroc’h e klever an Trevoù. Ma, me zo eus bro ar reoùalâreantrevoù, dre ma oa pell ma Dreger-Vihan genidik diouzh an aod-se ! Met, da lârezh ar wirionez, ya, ar wirionez wir evel ma lâre Jañ-Ma’i, n’eo ket se a veze lâret met kentoc’h... Traezhtel. Petra a refet, brudetoc’h, kaeroc’h, plijusoc’h... an aod. Se zo, tre evel...

    Lire la suite
  • Kronikenn 63: BEVAÑ
    Kronikenn 63: BEVAÑ

    Ur verr a gronikenn er sizhun-mañ. Met ur gronikenn o kinnig un destenn ma rae Per Denez ur berlezennig anezhi. Un tamm skrid berr gant Youenn Drezen (1899-1972), unan bet skrivagner en-dro d’ar gelaouenn Gwalarn.

    Lire la suite
  • Kronikenn 62: CHANGELING (2)
    Kronikenn 62: CHANGELING (2)

    Er sûn all e tisklêrien penaos eo stag ar ger saozneg « changeling » ouzh ur rumm kontadennoù, kontadennoù kriz, mard eus ! Met ankouaet ganin kontañ n’eo ket er c’heñver-se em boa graet anaoudegezh gantañ da gentañ.

    Lire la suite
  • Kronikenn 61: CHANGELING (1)
    Kronikenn 61: CHANGELING (1)

    « Changeling », ur ger saozneg aes da gompren marteze ? Ma, n’on ket sur e oar pep hini ouzh petra eo stag ar ger saozneg-se, pan gomzer eus hon lennegezh pobl ! En liorzh vras ar c’hontadennoù brezhoneg zo nouspet kant ha mil anezhe. Ar ger « stumm » pan reer gantañ zo ur ger tremen paour evit reiñ da c’hoût petra eo o rummadoù d’ar c’hontadennoù-se, evel pa vefent greunennoù traezh o tiverañ diouzh palv ho torn, pan glaskit sammañ anezhe ! Greunennoù c’hwezhet pell pe pelloc’h gant avel hon...

    Lire la suite
  • Kronikenn 60: ROGASIONOÙ AR GARANTEZ
    Kronikenn 60: ROGASIONOÙ AR GARANTEZ

    En deroù emañ ar varzhoniezh. En deroù hon galaksienn lennegel diamzerel emañ. Tremen bamet e vêr o lenn pe o klevet geriennoù, gwerzennoù o charreat gant aket hon c’hoantoù, hon drivliadennoù, pe memes un tamm spi en unan all, en un amzer a vo pe zo bet, un tamm nijadenn war-du pelloù un dremmwel na gredomp ket tostaat dezhañ, pe memes c’hoazh eñvor un dremm laouen hag a lak birvilh, strafuilh en hon c’halonoù tener.

    Lire la suite
  • Kronikenn 59: KONERI MARTEZE KONERIN, GONERI DU-MAÑ HA CONNERY SKOSIZ
    Kronikenn 59: KONERI MARTEZE KONERIN, GONERI DU-MAÑ HA CONNERY SKOSIZ

    Kliched ar c’hlichedoù : Breizh douar ar sent kozh... Ha lod koshoc’h evit koshoc’h, ar braz anezhe bet o veajiñ hag o tont seder eus an tu all d’ar mor. Lod anezhe o tont eus Iwerzhon, zoken. Soñjit ’ta penaos ar vojenn a lak anezhe, pe al lod bras, da vezañ treuzet ar mor gant bagoù mein ! Gwelloc’h krediñ evit ober ! Klaskit roeñviñ pe lakaat an avel da c’hwezhañ a-walc’h er gouelioù da gas seurt lestroù da vont war-raok ha deuit da gontañ din ! Met n’in ket da distruj ur vojenn ken kaer...

    Lire la suite
  • Kronikenn 58: DOUR, ROUDOUROÙ HA PONTOÙ
    Kronikenn 58: DOUR, ROUDOUROÙ HA PONTOÙ

    Er penn-kentañ e oa an dour, an dourioù, ar ruzelennoù, ar gwazhioù, ar stêrioù, ar rivieroù, ar gwazhredennoù... Gwazhied hon bro. Testoù istor an dud, testoù hon memor. Gwallgaset, koulskoude. Kondaonet ha rediet da charreat hon lastez. Hon c’hunujennoù da dereadegezh an Natur...

    Lire la suite
  • Kronikenn 57: DESKIÑ E CHIFROÙ EVIT JEDIÑ, NIVERIÑ HA KONTAÑ AR BED
    Kronikenn 57: DESKIÑ E CHIFROÙ EVIT JEDIÑ, NIVERIÑ HA KONTAÑ AR BED

    Ar jediñ ! An niveriñ marteze ? Goût kontañ ha lenn mat an niveroù... Ober gant chifroù a-benn taolenniñ ar bed en-dro dimp : ar pevar amzer, ar seizh avel, an nav gwagenn, hag all, hag all. Ha se n’eo ket kontañ tri, pevar ha nav nemet kontañ pemp ha pevar, ma n’eo ket nav... e vefe... pe neuze klevet ar seizh mil...

    Lire la suite
  • Kronikenn 56: LOEIZ-NAPOLEON, ELIZE HAG EMIL
    Kronikenn 56: LOEIZ-NAPOLEON, ELIZE HAG EMIL

    Planieliz zo tud sebedennus. Plede pro domo ! Hag an hini sebedennusañ dioute, sur a-walc’h, oa Loeiz-Napoleon ar Rouz ! Daoust ma lâr lod e oa bet ganet en Lannuon pe en Pleuvihan ! Ne vern. Pebezh buhez voe e hini. Hennezh hag a oa ganet en 1890 a redas ar vuhez diwar mil micher : kazetenner, troer, studier, stourmer, politiker, kontaouer, hag all. Kavet gwreg en Iwerzhon. Mont a reas betek penn e soñjoù ha betek penn merkoù don e spered. Un den digor war ar bed, e ved dezhañ met ivez ar...

    Lire la suite
  • Kronikenn 55: SARMON HA SARMON ZO !
    Kronikenn 55: SARMON HA SARMON ZO !

    Un nebeud bloavezhioù zo e oa kouezhet ma daoulagad war pennadoù brezhoneg en ur gelaouenn ma oa dic’hortoz kavout an disterañ ger brezhoneg enni ! Ur gelaouenn c’halleg, avat : La Défense Laïque, a veze embannet gant Comité de Défense du Finistère, er bloavezhioù 1920-1930 pe se. Gant un titl evel-se, ne c’halle ket ar pennadoù brezhoneg-se bezañ tener-tener e-keñver ar veleien, forzh piv e vefent. Ha n’int ket tener ! Kalet memes !

    Lire la suite
Showing 11 to 20 of 76 (8 Pages)