Roparz Hemon, Guy Étienne, Aldous Huxley, Jim Morrisson ha William Blake (1757-1827), pebezh casting, Salver !...
Ramzed. Ramzed marnaonet. Hag ar ramz meur a oa eus Tangi Malmanche a oa an hini marnaonetañ. Gwalarnad ? War ar paper ne oa ket, daoust da Walarn bezañ kemeret karg da embann e bezh Ar Baganiz war ar gelaouenn en 1931. Rakgwalarnad, anat, pe welloc’h c’hoazh rakkemenner Gwalarn, rakkemenner hon lennegezh vodern, hon lizheradur, emezañ.