En tu-hont d’un emsav lennegel e voe Gwalarn. Ul lec’h prederiañ, ul lec’h da reiñ loc’h da gomprenezon hon...
Un tri-ugent bloaz zo, marteze muioc’h em boa klevet unan kozh-tiar eus hon anaoudegezh en tu da Blaniel, bet o tispenn e ene, e wad, e yaouankiz, e c’hoanag en fozioù fankek norzh ar Frañs, o tisplegañ din : « Ma faotr bihan, emezañ, klev mat penaos em boa graet anaoudegezh gant tri dra pan oamp du-hont, er fozioù gleb, en tu all da vro al latar. Da lâret eo deskiñ penaos ar brezel zo un heug, deskiñ petra eo ur fourchetez... ha deskiñ petra eo ar gwin ruz ».