Anvioù hon lec’hioù zo en kroashent hon merkerioù, hon istor, istor hon yezh, kredennoù hon hendadoù. Seul wiroc’h...
Rozenn Ronsard troet kaer gant Frañsez Vallée. Ur Rozenn all gant ur barzh dianav. Sed aze rozennoù hag a ra vad dimp. N’int ket rozennoù ar preder, tamm pe nebeut. Nemet war an amzer o vont, o vont, hep na c’hallfemp ober seurt. Rozennoù frondus en ul liorzh tost d’hon c’halon. Liv, frond ha kened a viromp diouzh ar rozennoù. Unan zo tost d’am c’halon. Degas a ra soñj din eus un amzer bet, met bet gant unan ha n’eo ket me. Ma mamm-gozh Trogeri a lâran. Anna, distagit añnañ mar plij !