kozh & kozh-, -kozh. Un termen, ur ger o tougen meur a garg en hon yezh hag en he istor. Krogomp gant an istor...
Ur rummad kronikennoù nevez. Gantañ e kinnigan ur valeadenn a-dreuz parkoù hon anvioù-lec’h (pe anvioù-lec’hioù !). N’em eus ket c’hoant da ginnig studiadennoù uhel, digomprenus, met skiantel daoust da se. Rak, en dez a herie eo kalz akoursetoc’h ar vrezhonegerien war istor o yezh. Ar pennad kentañ a roan amañ, evel kinnig an danvez, zo tennet diouzh unan kalz hiroc’h am boa embannet en 2019, pennad am eus kemmet ha reizhet un disterañ.