« Ur from espar a grog en den douget a-hed div roudenn dir e sioulded ar beuznoz, pa n’eus ket c’hoazh a c’houleier,...
En XVIIIvet kantved zo c’hoarvezet traoù divoutin evit lod dioute, souezhus evit lod all, ur c’hantved a welo fin ar renad kozh beuzet en diwanerezh an demokratelezh badezet gant ar gwad tevañ tennet diouzh goûgoù kablus evel digablus. Kantved ar Sklêrijenn a vez graet eus ar c’hantved-se : ur bed skiantel leun a virvilh en servij ar mennozhioù nevez, koulz war dachenn an istor, pe ar brederouriezh, ar skiantoù, holl gwitibunan.