« Ur from espar a grog en den douget a-hed div roudenn dir e sioulded ar beuznoz, pa n’eus ket c’hoazh a c’houleier,...
Ma zo ur sport kozh, anavezet a-gozh e Breizh eo ar gouren. Ne lâran ket ur c’hoari-sport evel ma c’hall ar sach-fun pe ar sevel-perchenn bezañ... Nann, ur sport da vat, gant e reolennoù da vat. Plijet pe displijet renerezed ur serten mirdi en Roazhon : ur sport en tu-hont da Vreizh, ur sport a ra al liamm etre ar broioù keltiek. Ur sport keltiek. Peadra da vezañ mantret !