1925. Ur bloavezh a voe en kreiz stokadenn veur ar vemor, hini ar bed kozh ouzh ar bed nevez a-boan diwanet, hini ar...
1925. Ur bloavezh a voe en kreiz stokadenn veur ar vemor, hini ar bed kozh ouzh ar bed nevez a-boan diwanet, hini ar glac’har da heul pulluc’hadenn didruez tud n’o devoa goulennet seurt digant an tonkad... Islonk an ideologiezhoù a oa o vont da lonkañ meur a hini, lod perzhek emskiantek ha lod all en despet dezhe. Tra vat, Gwalarn a chomo divrall, war-du ar pal merket : ul lennegezh uhel evit ar Vretoned, ar vrezhonegerien a vefe welloc’h lâret, moarvat.