Pennadoù nevez

Embannet e:"2026 - miz Du"

  • Kronikenn 146: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (20)
    Kronikenn 146: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (20)

    hen-. Bed ar protiklegoù en lec’hanvadurezh Breizh zo ur bed ec’hon… Sede, hen- unan eus an elfennoù proklitek puilh en hon lec’hanvadurezh. Hen- evel prokliteg zo anavezet en anvioù parrouzioù evel Henbont (hen + pont) pe evel Hengoad (hen + koad). Gant an div skouer-mañ e komprener ez eus ur blotadur goude hen-. 

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 145: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (19)
    Kronikenn 145: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (19)

    bod. Sede un termen all, merker identelezh struktur hon bro ivez. Kroget e vo, evit ur wezh, gant e implij evel ger dizalc’h. Bod a droer peurliesañ « résidence, lec’h da chom, da vezañ ». Un istor hir ha kemplezh zo mui pe vui gant ar ger avat. A-raok mont pelloc’h eo mat reiñ da c’hoût eus pelec’h e teu. An etimologiezh a lak anezhañ en darempred gant an anv-verb bout « bezañ » hag a oa bot en henvrezhoneg, dre ur wrizienn *butā. Ar stumm bezañ, evel a ouzomp, zo nevesoc’h evit ar stumm...

    Lenn hiroc'h
Showing 1 to 2 of 2 (1 Pages)