Pennadoù nevez

Embannet e:"2025 - miz Genver"

  • Kronikenn: 31 PEÑSEOÙ
    Kronikenn: 31 PEÑSEOÙ

    Ar Vretoned a oar pegen kaer eo ar mor : kazeg c’hlas o barzhoniezh, awen o danevelloù kaerañ. Arvoriz ivez a oar pegen pouezus eo an navet pe ar seizhvet tonn, pan ranker tizhout an oad gour. Ar mor, ur bed. Hag a c’hall, siwazh, digeriñ war ar bed all. Ar mor n’eo ket ur gorread dour plaen nemetken : ar redoù-mor, an avel diroll, ar glav, an tempest dizehan a oar lakaat ar melezour glaswer-se da cheñch ha da gemer stumm.

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 30: GOUMON ! GOUMON !
    Kronikenn 30: GOUMON ! GOUMON !

    Favaj (vawach a glever !), ha pizaj, Fucus vesiculosus diouzh o anv skiantel o-daou, sede ar seurtoù goumon pennañ a gutuilhed, a gutuilher war aodoù Treger hag en inizi e-maez ar Yeodi hag an Trev. Gwrac’helloù anezhe a save dirak daoulagad kement hini tapet gant ar c’hoant da arvestiñ ouzh an aod, lod gwrac’helloù dislonket hardizh gant ar bagoù-goumona o retorniñ d’ar porzh, ha lod gwrac’helloù all staliet, savet ha pintet war an douar a-fas d’ar mor ha d’an avel, kement ha bezañ gwentet...

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 29: MONT DA GOMPOSTELA ASAMBLES GANT SANT JAKEZ
    Kronikenn 29: MONT DA GOMPOSTELA ASAMBLES GANT SANT JAKEZ

    Pardoniñ ha pirc’hirinañ n’eo ket ar memes tra a vo lâret din. Moarvat. Gant ar ster a roer d’ar gerioù-se herie, e weler daou doare : unan a c’haller kas war-raok meur a wezh en e vuhez hag an eil ur wezh nemetken, pe se. Pan seller ouzh an hent zo da ober eo aes da gompren. Met ivez, ar pardon zo un afer familh, un afer karter, un afer kumuniezh : soñj ’m eus eus pardonoù zo pan oan mous, evel hini ar Gozh-Iliz en Planiel, pe hini Santez-Anna en Trogeri.

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 28: CHOUCHENN MARC’H CHOUCHENN YAC’H !
    Kronikenn 28: CHOUCHENN MARC’H CHOUCHENN YAC’H !

    « Pa vezan siferniet, ur volennad laezh gant ul loaiad vat a vel a-raok mont da gousket, eo ar gwellañ tra a zo da baseal ur sifern. Va medesin a lavare din un devezh, pa ho pezo poan gouzoug, emezañ, kemerit atav diouzh an noz a-raok mont da gousket, ur werennad sistr (jistr a lâromp !) pe gwin tomm, sukrit mat anezhañ gant mel, n’eus netra gwelloc’h, e-pad an dez, c’hwi a gemero tizan graet gant begoù drez ha sukret gant mel, c’hwi a evo anezhañ an tommañ ma c’hellfet, hag hep dale e...

    Lenn hiroc'h
  • Douenwenn, maeronez an amourouzien!
    Douenwenn, maeronez an amourouzien!

    Tostaat a ra mare gouel sant Valentin, gant ar charre a ya da heul. Ha gouzout a rit ez eus eus un dra damheñvel evit ar Gelted, a vez lidet dreist-holl e Kembre, met a zo (pe a oa betek nevez zo) anavezet e Breizh ivez?

    Lenn hiroc'h
Showing 1 to 5 of 5 (1 Pages)