Apostilhenn da c’herdarzh ar ger ploue. Evel ne c’hall empenn ebet chom da ruzañ pe da foraniñ nerzh hag amzer em eus...
Lav. Sede ur ger na seblant ket bezañ gwall anavezet gant ar vrezhonegerien. Ha koulskoude e kaver anezhañ evel ger hag evel elfenn en meur a anv-lec’h. Anavezet eo termeniñ ar C’hatolikon, an hini moullet en 1499 : Lau et drouc tout ung. Neuze lau, lav herie, zo “drouk”. Kavet e vez ivez en ur skrid un tammig koshoc’h eus un ugent vloaz bennaket : Lau custum am deseu euhy “Bezañ eo ur c’hustumfall d’am soñj” (Dismantr Jeruzalem eus c.1480).