« Ma’z eo bet unton hol lennegezh dre ar stumm, ez eo bet ken unton all dre an awen. Ul lennegezh a relijion ez eo,...
Ar festoù-noz ! Ma zo ur merk pouezus en hon c’hevredigezh a herie eo ar festoù-noz. Na lârit ket ar fest-noz zo un elfenn eus hon sevenadur, met ar festoù-noz zo un elfenn eus hon sevenadur ! Re soñj am eus eus ur c’helenner skol-veur o c’houlenn pervezh gant unan eus e studierien da geñver un arnodenn dre gomz bennak : « Komz din eus ar fest-noz ». Egile o respont kenkent : « Met petore fest-noz avat ? ».