Roazhon. Evel ar stumm Rennes e teu Roazhon eus an hengeltieg Redones (Riedones a-wezhioù). An diftongenn er stumm...
Roazhon. Evel ar stumm Rennes e teu Roazhon eus an hengeltieg Redones (Riedones a-wezhioù). An diftongenn er stumm brezhoneg a ziskouez e oa hir vogalenn gentañ ar stumm hengeltieg Rēdones.Evel en meur a anv kozh all an dibenn -es zo kouezhet. Ar brezhoneg Roazhon zo tremenet dre *Roeδon. Catholicon 1499 a ro ar stumm Roazon, ha meur a zistagadur a c’haller klevet herie c’hoazh : /raozoun/, /roehon/, /rweon/, /ruān/, /rāwon/, etc…