Lenn hag adlenn. Diaes eo chom hep ober : skridoù a blij dimp, a blij dimp a-hed ar wezh, skridoù nevez pe nevez...
Pa vez anv eus gwrac’hed e teu meur a dra da spered an dud. Ar besketourien a soñjo diouzhtu en ur pesk. Ar begoù lipous a soñjo er memes pesk, mat da debriñ. Bezañ e ranker goût poazhat ar wrac’h avat ! Poazhet er forn eo mat-tre, kredit ac’hanon.