bro. Ma zo ur ger arouezel hag arouezius en hon yezh eo ar ger bro. Gant hennezh e c’hallomp boulc’hañ ur veaj...
Rozenn Ronsard troet kaer gant Frañsez Vallée. Ur Rozenn all gant ur barzh dianav. Sed aze rozennoù hag a ra vad dimp. N’int ket rozennoù ar preder, tamm pe nebeut. Nemet war an amzer o vont, o vont, hep na c’hallfemp ober seurt. Rozennoù frondus en ul liorzh tost d’hon c’halon. Liv, frond ha kened a viromp diouzh ar rozennoù. Unan zo tost d’am c’halon. Degas a ra soñj din eus un amzer bet, met bet gant unan ha n’eo ket me. Ma mamm-gozh Trogeri a lâran. Anna, distagit añnañ mar plij !