Derniers articles

Littérature

  • Kronikenn 137: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (11)
    Kronikenn 137: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (11)

    gwig. Pan lakaer ar gaoz war ar ploueoù e lakaer ar gaoz war un dimeziñ entre lec’hanvadur, istor, ha kevredigezh… Un dimeziñ start zo entre plou ha gwig. Gwig a deu eus al latin uīcus « strollad tiez, karter en ur gêr, straed » hag ivez « kêriadenn, bourk », ar ster diwezhañ-mañ eo ar ster zo bet miret gant ar vrezhonegerien gozh. Resisoc’h c’hoazh : « kreiz ar plou ». Ar ger gwig n’eo ket ken kozh hag ar ger plou, ploue met deuet eo d’ur c’houlz ma oa Bretoned ar Su-Kornôg oc’h aozañ o ziriad.

    Lire la suite
  • Kronikenn 136: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (10)
    Kronikenn 136: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (10)

    Ken sebezus all gwelet Plounez, mamm barrouz, lec’hanv pennañ, am eus klevet distaget /plõne/ ha se en tu all da bont Lezardrev, bezañ troc’het diouti Pempoull. Ha distro an istor, Plounez lonket herie gant Pempoull. Ha piv a oar bremañ en pelec’h evit gwir emañ Plounez ? Bezañ plou ne oa ket ur statud asur ! En Douarnenez bepred : Ploare zo bet lonket gant ar gêr ivez. Ar memes tonkad gant Plougêr en Karaez. And so on… Plougêr zo un heklev d’ar Poc’hêr. Ar pezh a welfomp pelloc’h. Ha...

    Lire la suite
  • Kronikenn 135: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (9)
    Kronikenn 135: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (9)

    plou, ploue. « Ger pennañ al lec’hanvadurezh vrezhonek » eme Erwan Vallerie, an hini en deus lakaet splann studi hon anvioù lec’hioù da dremen eus arz an divinout hag an ijinañ d’ar studi skiantel rik. Meur a hini all a oa bet o pleal gant ar ger-se, evel Loth, Largillière, Tanguy, met kentoc’h en studiadennoù darnel pe neuze en framm studiadennoù a-bep seurt. Anvioù all a ranker menegiñ, evel hini Fleuriot, met dreist-holl hini Kenneth Jackson. Hennezh, enklasker skosat a live uhel, en devoa...

    Lire la suite
  • Kronikenn 134: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (8)
    Kronikenn 134: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (8)

    plou, ploue, lann, tre(v) ha log. Prolegomenoù.Gant an termenoù-se e reer tro hon bro, ha dreist-holl tro struktur kozh hon bro. An termenoù-se zo merkerioù anadurezh hon bro evel sistem klok, eus Naoned betek Brest. Termenoù all ac’h a da glokaat an daolenn, evel just. Termenoù a welfomp pelloc’h, evel bod, kêr, minic’hi, releg, etc. Lod termenoù stag ouzh ur struktur dindan ar relijion, lod all ouzh ur struktur dindan ur struktur lik.

    Lire la suite
  • Kronikenn 133: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (7)
    Kronikenn 133: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (7)

    ben- & penn. Gant ben- ha penn hon eus an daou benn eus ekosistem anvioù hon stêrioù, hon dourioù. An daou benn, dre m’hon eus ar penn-kentañ hag ar fin, entre an daou emañ an trevier, ar flondrennoù, an devalennoù, ha me oar me. Un ekosistem ivez dre ma vev en dourioù-se un duilhad loened a-bep seurt. Loened a rankomp soursial oute. Mil ret…

    Lire la suite
  • Kronikenn 132: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (6)
    Kronikenn 132: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (6)

    l, m, n, r. Sed aze ur rumm kensonennoù a reer linkennnoù anezhe. Farserezed eo al linkennoù avat. Rak plijañ a ra dezhe kemer plas reoù all evelte. Goût a rit a-walc’h penaos e c’haller klevet kamalad pe kamarad, furor pe fulor pe c’hoazh Priel pe Pleuiel. Priel zo bet dibabet da rentañ enor d’hon skrivagner brudet, Jarl Dremel ! Ha ne vez ket klevet Plourec’h evit Ploulec’h, just en-kichen Lannuon ?

    Lire la suite
  • Kronikenn 131: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (5)
    Kronikenn 131: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (5)

    Roazhon. Evel ar stumm Rennes e teu Roazhon eus an hengeltieg Redones (Riedones a-wezhioù). An diftongenn er stumm brezhoneg a ziskouez e oa hir vogalenn gentañ ar stumm hengeltieg Rēdones.Evel en meur a anv kozh all an dibenn -es zo kouezhet. Ar brezhoneg Roazhon zo tremenet dre *Roeδon. Catholicon 1499 a ro ar stumm Roazon, ha meur a zistagadur a c’haller klevet herie c’hoazh : /raozoun/, /roehon/, /rweon/, /ruān/, /rāwon/, etc…

    Lire la suite
  • Kronikenn 130: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (4) (+BONUS)
    Kronikenn 130: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (4) (+BONUS)

    Etnonimoù, da lâret eo anvioù keneloù kozh, sed aze ur rummad anvioù aet gant un nebeud kêrioù bras en Breizh. Kêrioù hag o devoa bet bep a anv keltiek all ivez, hep bezañ etnonimoù. Ur wezh c’hoazh merkerioù hon istor, hon istor koshañ da vat. Un istor hag a gas d’ar mare keltiek ma ne oa ket deuet ar Vretoned er vro da vat. A-raok ha goude en em staliañ en lodenn gornaoueg Arvorig kozh e ouveze ar Vretoned ober eus Mor-Breizh ur pezh gourhent mont-dont dizehan. Un istor yezhel hag a lak...

    Lire la suite
  • Kronikenn 129: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (3)
    Kronikenn 129: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (3)

    Lav. Sede ur ger na seblant ket bezañ gwall anavezet gant ar vrezhonegerien. Ha koulskoude e kaver anezhañ evel ger hag evel elfenn en meur a anv-lec’h. Anavezet eo termeniñ ar C’hatolikon, an hini moullet en 1499 : Lau et drouc tout ung. Neuze lau, lav herie, zo “drouk”. Kavet e vez ivez en ur skrid un tammig koshoc’h eus un ugent vloaz bennaket : Lau custum am deseu euhy “Bezañ eo ur c’hustumfall d’am soñj” (Dismantr Jeruzalem eus c.1480).

    Lire la suite
  • Kronikenn 128: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (2)
    Kronikenn 128: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (2)

    Anvioù hon lec’hioù zo en kroashent hon merkerioù, hon istor, istor hon yezh, kredennoù hon hendadoù. Seul wiroc’h pan seller ouzh ar menezanvioù pe ar stêranvioù. Gwir evit kement tachenn yezh zo tout. Gant ar rummadoù anvioù-se e vever un avantur un tammig par d’an hini zo bevet gant ar skiantourien ac’h a da dapout karotezennoù en skorn an daou ahel-douar, kement ha studiañ an istor war an amzer hir, hir. War hoaladoù an hoaladoù…

    Lire la suite
Showing 1 to 10 of 138 (14 Pages)