paou, po-. A-douez ar gerioù kozh da dermeniñ lodennoù eus tiriad hon bro ez eus unan, kollet e ster melestradurel...
paou, po-. A-douez ar gerioù kozh da dermeniñ lodennoù eus tiriad hon bro ez eus unan, kollet e ster melestradurel hag istorel, un disterañ, ha chomet bev koulskoude. Ar ger paou (po- pan vez prokliteg) hag a oa pou en henvrezhoneg, evel en hengerneveureg, zo lakaet da zont eus al latin pāgus ha troet evel-se ivez. E teuje eus ar ger pagus, n’eus den o tislâret ar fedoù, met, sur a-walc’h zo bet ur stumm-etre da lakaat pāgus da vont da pou.