« Ul labour n’eus ennañ, moarvat, nemet un nebeud pezhioù dibabet a-douez kalz. Setu labour Bleimor, a skrive hep...
« Ul labour n’eus ennañ, moarvat, nemet un nebeud pezhioù dibabet a-douez kalz. Setu labour Bleimor, a skrive hep goulenn ha plijout a raje d’unan bennak, evitañ e-unan, dre ma oa re leun e galon, dre ma oa ret dezhañ skrivañ, evit sevel gant gerioù un ti da divliadennoù e ene. Evit ar wezh kentañ en hol lennegezh, ez eus bet kavet ur barzh da lakaat e holl ene en e varzhonegoù. »