Lav. Sede ur ger na seblant ket bezañ gwall anavezet gant ar vrezhonegerien. Ha koulskoude e kaver anezhañ evel ger...
Hon Meven (1878-1949), lenner aketus abaoe e oad bugel, betek fin e vuhez. Al lenn : ne oa ket anv eus Buhez ar Sent, pe eus Feiz ha Breiz, pe traoù all ken relijiel ha ken kentelius all. Nann, lenn da zizoloiñ ar bed, da vountañ war dorojoù ar gouzoud. Ober e vad eus levraouegoù ti e dud, emezañ. Mont en tu-hont, ha lark, d’ar pezh a ro ar c’helenn er skolioù. A-walc’h lenn e notennoù tremen puilh d’e skridoù evit kemer bam ouzh al levrioù bet darempredet tost gantañ.