Derniers articles

Publié dans"2025 - Mars"

  • Kronikenn 58: DOUR, ROUDOUROÙ HA PONTOÙ
    Kronikenn 58: DOUR, ROUDOUROÙ HA PONTOÙ

    Er penn-kentañ e oa an dour, an dourioù, ar ruzelennoù, ar gwazhioù, ar stêrioù, ar rivieroù, ar gwazhredennoù... Gwazhied hon bro. Testoù istor an dud, testoù hon memor. Gwallgaset, koulskoude. Kondaonet ha rediet da charreat hon lastez. Hon c’hunujennoù da dereadegezh an Natur...

    Lire la suite
  • Kronikenn 57: DESKIÑ E CHIFROÙ EVIT JEDIÑ, NIVERIÑ HA KONTAÑ AR BED
    Kronikenn 57: DESKIÑ E CHIFROÙ EVIT JEDIÑ, NIVERIÑ HA KONTAÑ AR BED

    Ar jediñ ! An niveriñ marteze ? Goût kontañ ha lenn mat an niveroù... Ober gant chifroù a-benn taolenniñ ar bed en-dro dimp : ar pevar amzer, ar seizh avel, an nav gwagenn, hag all, hag all. Ha se n’eo ket kontañ tri, pevar ha nav nemet kontañ pemp ha pevar, ma n’eo ket nav... e vefe... pe neuze klevet ar seizh mil...

    Lire la suite
  • Kronikenn 56: LOEIZ-NAPOLEON, ELIZE HAG EMIL
    Kronikenn 56: LOEIZ-NAPOLEON, ELIZE HAG EMIL

    Planieliz zo tud sebedennus. Plede pro domo ! Hag an hini sebedennusañ dioute, sur a-walc’h, oa Loeiz-Napoleon ar Rouz ! Daoust ma lâr lod e oa bet ganet en Lannuon pe en Pleuvihan ! Ne vern. Pebezh buhez voe e hini. Hennezh hag a oa ganet en 1890 a redas ar vuhez diwar mil micher : kazetenner, troer, studier, stourmer, politiker, kontaouer, hag all. Kavet gwreg en Iwerzhon. Mont a reas betek penn e soñjoù ha betek penn merkoù don e spered. Un den digor war ar bed, e ved dezhañ met ivez ar...

    Lire la suite
  • Kronikenn 55: SARMON HA SARMON ZO !
    Kronikenn 55: SARMON HA SARMON ZO !

    Un nebeud bloavezhioù zo e oa kouezhet ma daoulagad war pennadoù brezhoneg en ur gelaouenn ma oa dic’hortoz kavout an disterañ ger brezhoneg enni ! Ur gelaouenn c’halleg, avat : La Défense Laïque, a veze embannet gant Comité de Défense du Finistère, er bloavezhioù 1920-1930 pe se. Gant un titl evel-se, ne c’halle ket ar pennadoù brezhoneg-se bezañ tener-tener e-keñver ar veleien, forzh piv e vefent. Ha n’int ket tener ! Kalet memes !

    Lire la suite
  • Kronikenn 54: ALAN, BOHEMIA HAG AN AERVAG
    Kronikenn 54: ALAN, BOHEMIA HAG AN AERVAG

    Brudet eo mare an Dispac’h evit an trubuilhoù degaset d’ar veleien na felle ket sentiñ ouzh ar renad nevez. Ret e oa bezañ intru evit chom, hag ar reoù all a ranke mont da guzh pe neuze kemer penn an hent, anez bezañ berraet. Unan anezhe, Alan Dumoulin eus Lanveog a divizas mont, n’eo ket da Jerzenez evel kalz eus e gamaraded, met da Braha, kêrbenn Bohemia. N’en devoa ket graet an traoù war hanter ! Petra zo kaoz avat en devoa divizet mont ken pell all ? N’ouzon ket ha n’on ket sur zo tud o...

    Lire la suite
  • Kronikenn 53: STUMM AR GÊR, STUMM AR SPERED ?
    Kronikenn 53: STUMM AR GÊR, STUMM AR SPERED ?

    « En penn-kentañ e oan bet lakaet en gaou gant an iliz-veur-se, pennoberenn a skañvder, esa diboell sevel gant greunvaen un uhelvennad dic’hallus. Abalamour d’an eurvezhioù hir am boa tremenet enni e oa deuet din an dic’houested pleustrel da vat. An diac’hinad (paradoks, mard eo gwell ganeoc’h) adeiladourel-se en deus graet diouzhin un den sorc’hennus, diskibl da Dual, da Ildud ha da Gadog, en ur c’hantved n’eus mui tamm talvoudegezh gant kelennadurezh ar sent-hont.

    Lire la suite
  • Kronikenn 52: GWIN PERSON KOADASKORN
    Kronikenn 52: GWIN PERSON KOADASKORN

    En dez all e oan o klask lakaat urzh en un toullad levrioù, kazetennoù ha paperoù peñseet en stumm ur berniad brall-divrall en penn all ma levraoueg, salokras. Ha lakaat urzh n’eo ket klenkañ, ha klenkañ n’eo ket  renkañ. Sebezh o kavout ul levr bennak na oan ket o c’hortoz gwelet anezhañ. Ma, hennezh zo ganin ? Ankouaat a reer. Ha chom da dreiñ anezhañ, biz ouzh teod d’e c’hlebiañ hag ar memes biz ouzh korn ar pajennoù dianav d’o dreiñ aezet. Pajennadoù o kinnig sebedennoù pinvik.

    Lire la suite
  • Kronikenn 51: EMGANN AR C’HIG-SALL, AN AMANN HAG AR FOURMAJ !
    Kronikenn 51: EMGANN AR C’HIG-SALL, AN AMANN HAG AR FOURMAJ !

    « Marzhus, koulskoude, e oa ar peniti ma oa ennañ. Da lâret eo, seizh gwezh ugent kant bazh lugernus paramantet gant kig-sall kozh hag en beg pep bazh ar memes tra en lec’h flemmoù. Da lâret eo, bezañ e oa bloneg fritet, un teuzer, diwar un hoc’h graet skruitur vat gantañ, kement-se da vezañ pare da lañsañ an emgann a-enep Meuriadoù an Amann hag ar Fourmaj, a oa staliet war c’hlann al Lenn Laezh-Livrizh, o vrezeliañ a-enep ar Mezeg-Sorser. Bezañ e oa ur gael soav, ma oa he fotailh graet gant...

    Lire la suite
  • Kronikenn 50: LOUZOÙ HUD ! HUD AL LOUZOÙ !
    Kronikenn 50: LOUZOÙ HUD ! HUD AL LOUZOÙ !

    « Neb a dastum noz Gouel Yann louzoù, ha traoù all o lâret orezonoù, pe konjurasionoù, ne vern petore reoù, evit ober ur pec’hed bennak pe ober tra all a bec’h marvelamant. Ivez neb a glask en noz-se an aourc’heotenn, ha had raden a bec’h marvelamant, hac a zo trompet bras gant an Diaoul a ro dezhe an dra -se da grediñ, na dleer ket o absolvañ ma ne fell ket dezhe leskiñ en prezañs ar C’hofesour al levrioù ha skridoù a gelenn an dra-se. »

    Lire la suite
  • Kronikenn 49: MOUEZH UR VAOUEZ, MOUEZH UR VARZHEZ
    Kronikenn 49: MOUEZH UR VAOUEZ, MOUEZH UR VARZHEZ

    Mouezhioù brezhoneg o sevel. Mouezhioù brezhoneg merc’hed o sevel. En o zouez zo unan na c’haller dizioueriñ. Hini Nolwenn Korbell. Ur vouezh hag he deus kemeret intrudu da gomz evidomp-holl... merc’hed ha... paotred.

    Lire la suite
Showing 1 to 10 of 15 (2 Pages)