« Kizidik-mat lizherennoù hol lizherenneg ha se zo kaoz ez eont d'ober gerioù, kuit da chom o-unan-kaer.Ha taget ar...
« Kizidik-mat lizherennoù hol lizherenneg ha se zo kaoz ez eont d'ober gerioù, kuit da chom o-unan-kaer.Ha taget ar gerioù gant an hevelep kleñved ken ma klaskont sevel frazennoù par ma c'hallont.Hag ar frazennoù da rannbennadoù hag ar re-mañ da destennoù, a-raok bezañ degemeret evel kronikennoù. » a skrive din, nevez zo, ur mignon mat eus Priel, awenet kaer.