60vet kronikenn… Tri-ugent kronikenn a garantez evit Gwalarn. Ma fal a oa uvel, evel m’eo uvel danvez ar...
Petra plijusoc’h evit safronerezh ar gwenan en nevezamzer pa vezont o tastum ar pollen (pe ar poultr pe ar bleud) er bleuñv. Ken niverus ha gwenan a lârer, ha gwir eo : bezañ e vêr gant un drouz a gas da soñj hini ur c’heflusker o voudal a-hed an amzer, bezañ e vêr ivez gant o monedone labourat dizehan a vleunienn da vleunienn... Sonerezh ha livioù.