Kinniget d’am c’heneil kozh Herve Beg Lenn hag adlenn oberennoù Gwalarn. An traoù kozh ne blijont ket d’ar re...
Kinniget d’am c’heneil kozh Herve Beg Lenn hag adlenn oberennoù Gwalarn. An traoù kozh ne blijont ket d’ar re yaouank, eme urc’hrennlavar bennaket, ha koulskoude o defe peadra da walc’hañ o naon. Da walc’hañ o c’hounnarivez. Da walc’hañ o deskadurezh brezhoneg. Burzhud al lennegezh eo e c’haller lenn e-maez anamzer. An amzer n’eo ket enebour al lennegezh, e geveil eo. N’eus ket eus ar geriennoù dispredet,diamzeret gant hon lennegezh, an hini a garomp, an hini a ra vad dimp.